Navigacion – Plan del sit

AcuèlhNuméros86Brezhoneg ha fonografiezh

Brezhoneg ha fonografiezh

Jean-Claude Le Ruyet
Aqueste article es una traduccion de:
Breton et phonographie [fr]

Tèxte complet

Digoradur

1Hiziw, e brezhoneg, e rankeher kelenn ar yezh, evid ar vugale hag evid ar vrazarded, diwar ur c'horpus peder reolenn diazez, peb unan anezhe dishañval a-zoc'h re ar galleg. Mad eo ar reolennoù-se e peb lec'h, e gwenedeg enkontet (kustum eo ar gwenedeg da gleved gerioù zo taol-mouezhiet war ar silabenn eil-diwezhañ dija, evel e KLT, da skwer bara, bugale, abid,... heb kontiñ toud an anvioù-gwan-verb : savet, maget, diskennet, piket...).

2Roll peder reolenn diazez ar brezhoneg komzet :

  • R1. An taol-mouezh war ar silabenn eil-diwezhañ.

  • R2. Hirder ar vogalenn dindan an taol-mouezh.

  • R3. Divouezhadur ar gensonenn en dibenn absolut.

  • R4. Ar liammadurioù.

3Evid sanañ ur ger unsilabenneg evel tad e lakaer an teir reolenn gentañ ag an daolenn uhelloc'h da c'hoari : taol-mouezh war tad (R1) ; un hir dirag un -d (R2) ; an -d dibenn divouezhiet ha sanet [t] (R3).

4Diwar ar stad m'ema ar peurunvan hiziw c'hoazh (P-41), e welimp amañ ar skoilh a c'hell ar sistem bezañ evid kelenn diw ag ar reolennoù-se (R2 hag R4), hag an dra-se abalamour da choaz kamm ar c'hensonennoù dibenn-gerioù. Gweled a raimp ive ar problemoù a sav da-heul e diabarzh gerioù zo, a-fed liammadurioù hag a-fed koubladoù kensonennoù zo.

5Nawazh, ne vehe ket diaez gomiñ an diaesterioù-se heb distresiñ hon doare-skriv unvan, ar pezh a vo gwelet amañ...

1. Pouez ar skrid

1.1. Ar skolioù hag ar skrid

6Gilbert Dalgalian, bet prezidant an Alliance française, a soñj dezhañ e sell ar Skol douzh ar skrid evel ar benveg pennañ evid lakaad ar skolidi da dapoud barregezhioù naoudel : « L'écrit [est] l'instrument principal des compétences cognitives visées par l'école » (Dalgalian 2000, 71). Adal an oadoù kentañ e vez merket don ha paduz ar speredoù gant pouez ar skrid.

7Gant ar skiant-prenet tapet er skolioù-mamm ha kentañ derez, ha gant ar vrazarded ive, e ouiomp pegen diaez e vez d'an dud en em zizober a levezon ar skrid. Neuze, a-fed brezhoneg d'an nebeutañ, e vern kalz labourad a-feson gant reolennoù diazez ar yezh, e-raog roiñ skridoù d'an deskidi, er skolioù-mamm evel-just hag adal penn kentañ peb stummadur brezhoneg. Gant Vladimir Buben eo, e 1935, e oa bet studiet levezon ar skrid war ar galleg komzet. Abalamour d'an dra-se e komzer ag an efed Buben bremañ, pa vez anw a levezon ar skrid war ar yezh dre gomz.

1.2. Ar skrid hag ar yezhoù bihan

  • 1 Un comité d'experts s'alarme du nivellement linguistique mondial, Le Monde, 2 avril 2003. Er pennad (...)
  • 2 Un daou gant bennag hebkén a vehe skrivet.

8Da gomañs e véw ar yezhoù dre gomz, en ur mod olleg hag en ur mod heniennel. Peurliesañ e oui an den komz e-raog deskiñ skrivañ. Diwar an c'hwec'h pe seizh mil yezh a vehe er bed hiziw1, e chom ur bern anezhe diskrid2. Ar pezh a vez anvet gramadegadur (« grammatisation », Sylvain Auroux) zo krouidigezh benvegoù-yezh (alfabet, doare-skrivañ, yezhadurioù, geriadurioù).

9E kevredigezhioù unvan, pa vez komzet ar memez yezh gant ar boblañs a-bezh, e tegas ar benvegoù-yezh-se un dra ouzhpenn e buhez ar yezh, dre lakaad ar yezh dirag daoulagad an dud pa ne veze ket ' med o diwskouarn hag o zeodoù a c'helle he santoud e-raog.

10A-werso e skriver e brezhoneg, peogwir ez eus bet kavet skridoù kent ar bloaz mil. Mez biskoazh n'eo ket bet strewet ar skrid e-mesk ar bobl. E-pad pell e oa chomet ar skridoù brezhoneg afer tud zo, tost douzh ar galloud (barzhed, skribed, menec'h). Beteg ar brezel 1914, ne oa nemed ur lod hebkén ag ar Vretoned a ouie lenn, ha peurliesañ testennoù relijiel (buhez ar sent, katechim). Biskoazh n'he deus ket anavet ar gevredigezh vreizhad he yezh skrivet a-vraz. Hiziw e vehe posubl deskiñ brezhoneg komzet ha skrivet d'ar Vretoned, paneve strivoù politikel kontrel.

11Bremañ e weler skridoù brezhoneg e meur a lec'h (pannelloù-hent, journalioù, kazetennoù, internet), mez nebeud a Vretoned a oui lenn ar brezhoneg. Lâred a rae an enklask diwezhañ3 e chome 206 000 a dud hag a anave ar yezh, mez red eo gouied ne denn ar gazetenn sizhunieg YA! nemed 1 400 skwerenn, ha pa vez embannet levroù e brezhoneg, ne vouller nemed 600 pe 1 000 anezhe. Daw eo lâred ne vez ket mui komzet brezhoneg war ar marc'hallec'h hiziw !

12Nawazh e c'hell ar miliadoù a zeskerion, bihan pe vraz, kavoud levroù ha geriadurioù, lod zokén e brezhoneg hebkén. Daet eo ar skrid da voud pouezuz-braz e-keñver ar yezh komzet, klevet nebeud. Pa ouier e c'hell ar skridoù levezoniñ ar yezh dre gomz (efed Buben), zokén e yezhoù komzet stank evel m'ema ar galleg er Frañs, evel-just e c'heller kompren e vern kalz tu fonografeg ur yezh na vez ket mui klevet en endro, evel m'ema ar brezhoneg hiziw.

1.3. Doare-skrivañ ar brezhoneg a-vremañ

13Hiziw, evid ar brezhoneg, e raer kazimant ataw gant un doare-skrivañ hebkén : ar peurunvan, bet savet e 1941. Doare-skrivañ ofisiel ar skolioù diwyezheg eo ar peurunvan hiziw, goude d'ar rektoriezh boud divizet an dra-se e 2009. Gant ar peurunvan eo e ra Ofis ar Brezhoneg ive, hag a c'houlenn ouzhpenn ma vo moullet ar levroù ha rac'h gant an doare-skrivañ-se bremañ.

14Pal ar peurunvan a oa boud un doare-skrivañ jaojabl evid an oll fesonoù da gomz brezhoneg pe dost, gwenedeg enkontet. Daoust ma oa bet savet sistemoù arall (skolveureg, 1955 ; etrerannyezhel, 1975, heb kontiñ sistem hengounel ar gwenedeg), hiziw ne chom nemed ar peurunvan war ar marc'had, koulz lâred. Hag ur chañs eo diouzh un tu, evid klask henn gwellaad, rag hiziw e c'heller sevel ur bilañs ha kennig un nebeud reizhadennoù. Hag ar reizhadenn gentañ, an heni bouezusañ ive, zo afer an c'hensonennoù dibenn-gerioù.

2. Problem ar c'hensonennoù dibenn-gerioù

2.1. Kensonennoù-dibenn gerioù : ur reolenn skoilheg

15N'eo ket amañ prosez ar peurunvan eh omp éc'h ober. Reizh e oa sur a-walc'h spered ar beurunvanerion, p'o doa klasket sevel ur mod da skriv jaojabl evid modoù dishañval da gomz, hag ar gwenedeg ba'r jeu er fin. Mez n'eo ket achu o labour. Trawalc'h e vo dimp lakaad war-wel sïoù hag a zo chomet ennañ ha mall dimp o reizhañ evid kaoud ur benveg aez ha n'eo ket ur skoilh (evid traoù zo) evel bremañ. E gwirionez e ta ar problem ag ur reolenn hag a oa bet savet gant Aogustin Guilhavig ha Pier ar Gow e 1902, en o yezhadur gwenedeg Grammaire bretonne du dialecte de Vannes ha gouarnet dichañch gant ar peurunvan ! Gant an daou yezhoniour-se e oa bet termenet un diforc'h etre an anvioù-kadarn ha toud ar gerioù arall, a‑fed kensonennoù dibenn-gerioù. Dle oa skrivañ an anvioù-kadarn hervez an diveradur (tad abalamour da tadig, tad, tadelezh), mez ar gerioù arall (« toutes les autres espèces de mots ») gant ur gensonenn divouezh, pa c'heller enebiñ divouezh (= kaled) douzh mouezhiet (= dous) : p / b, t / d, k / g, s / z, ch / j, f / v. A-gaoz d'an dra-se e skriver hiziw c'hoazh *enep, *evit, *perak, *penaos, en desped d'an diveradoù eneb, evidon, perag, naozioù.

16Daoust ma oa bet klasket reizhañ an afer er bloazioù 1971-1975 ha kenniget un diskloum (mez en aner), ema chomet digemm an traoù war ar poent-se, ar pezh na glot ket gant sinifiañs ar ger peurunvan, a sinifi « unvanet da vad ».

2.2. Arbennoù ha heuliadoù

17Doned a ra ar gudenn gant an daouzeg kensonenn geñvereg, ar re mouezhiet hag ar re divouezh :

Ar c'hensonennoù keñvereg

Kensonennoù mouezhiet

(dous)

b

d

g

z

j

v

Kensonennoù divouezh

(kaled)

p

t

k

s

ch

f

18E brezhoneg e vez skrivet an anvioù-kadarn hervez an diveradur enta, ha gweled a raer e achu an tri-c'hard ag ar gerioù-se gant ur gensonenn mouezhiet. Da skwer : tad abalamour da tadig, tad, ha memez tra evid : kog (< kogoù, keger) ; pod (< poder) ; manifestadeg (< manifestadeg) ; brezhoneg (< brezhoneg) ; mestrez (< mestrezed) ; skolaj (< skolaj) ; gwiad (< gwiader) ; iliz (< ilizioù) ; Pleskob (< eskobed, eskibion) ; pab (< pabed) ; marc'heg (< marc'heg) ; kargad (< kargidi) ; kornôg (< kornôgel)...).

19Gerioù zo a chom gant kensonennoù-dibenn divouezh memestra, mez kalz nebeutoc'h anezhe zo. Da skwer : pik abalamour da pik, pik ; lip (< lipad) ; trot (< trotal) ; hak (< hakal, hak) ; labous (< laboused) ; rus (< ruseg, Rused) ; tach (< tach) ; ouf (< ouf) ; kef (< kefioù)...

20Siwazh, evid ar gerioù arall (anvioù-gwan, araogennoù, anvioù-verb, stagelloù, adverboù...) e vez staget ur gensonenn divouezh doute ataw (pe dost) : p, t, k, s, ch pe f, abalamour da reolenn 1902. Ds. : evit, rak, penaos, labourat, eget, enep, nep, ret, pet, pep, brezhonek, loskus, pedervet, redek,... Perag ar reolenn-se ?

21E gwirionez, e 1900, ne ouie ket den ebed perag e veze lâret brazig diouzh un tu ha brasaad, bras, brasoc'h diouzh an tu arall. « L'usage seul peut répondre » (Troude 1876, xvi), ar pezh a lakae an dud da dermal evid skrivañ : braz pe bras ?

  • brazig « un peu grand  » > skriv braz ?

  • brasaad « grandir » > skriv bras ?

22P'o doa gwelet e veze kavet, en anvioù-gwan, muioc'h a ziveradoù gant ur gensonenn galed eged a ziveradoù gant ur gensonenn zous, e oa bet divizet gant A. Gwilhavig ha P. Ar Gow skrivañ an anvioù-gwan ha toud ar gerioù arall (nemed an anvioù-kadarn) gant ur gensonenn galed (p-t-k-s-ch-f).

23Bremañ e ouiomp hirroc'h, evel-just, dreist-oll goude labourioù François Falc'hun er bloazioù 1940/1950 (da lâred eo c'hanter-c'hant vloaz pe dost goude embannadur ar yezhadur gwenedeg !). Naw lostger kaletauz zo e brezhoneg, enne un -h- kozh, ha hennezh kaoz ag ar c'haletâdur er gerioù brasaad, bras, brasoc'h, pa vez lâret nawazh brazig (é voud ma n'eo ket -ig ur lostger kaletauz).

24Roll an 9 lostger kaletauz :

  • >> -ha (pesketa) ; ‑haad (brasaad) ; -h (bras) ; -hoc'h (brasoc'h) ; -had/-hed (estlamm : na brased un ti !) ; -had (muzul : meutad, troatad).

  • >> -hi (eviti) ; -h (evit) ; -he pe -ho (evite/evito).

Notenn : Ur lostger neutr eo -oni, rag biskoazh n'eus bet h- ebed ennañ : aez > aezoni ; braz > brazoni ; hegred > hegredoni ; lovr > lovroni ; rog > rogoni ; ruz > ruzoni... Meur a wezh nawazh e tiskouez -oni boud kaletauz, da skwer e gerioù evel brasoni, sotoni (hennañ gant un ‑t-, a-c'houde ar C'hatolicon dija, dle. 1499). Marse e oa bet diazezet ar furmoù-se diwar verboù dre -aad, lostger kaletauz. Neuze e vehe bet sod > sotaad > « sotaoni » > sotoni (?).

2.3. Efedoù

25Maleuruzamant, da-heul reolenn 1902, e ta gweredoù na yaont ket da aesaad kelenn ar brezhoneg. Ar gelennerion zokén a fazi. Pewar efed kamm zo :

  • Dibosubl e vez kelenn an eil reolenn diazez (R2) pa n'heller ket diskodiñ sur ha reizh hirder ar vogalenn er gerioù unsilabenneg taol-mouezhiet hag er gerioù liessilabenneg taol-mouezhiet war ar silabenn ziwezhañ.

  • Gant reolenn 1902 e kaver ur bochad kensonennoù-dibenn divouezh (62 %), ar pezh a zoug ar lennerion da liammañ ar gerioù evel e galleg (R4).

  • Douget e vez bremañ an dud da sevel gerioù diveret diwar ar c'hensonennoù kaled‑se, pa vehe d'ur gensonenn mouezhiet boud gortozet. Gwelet e vez an dra-se e skridoù a-vremañ hag e geriadurioù zo !

  • Sanadurioù kamm degaset gant gerioù kevrenneg zo, heb barrennig-stagañ, bet savet diwar penngefioù gant kensonennoù-dibenn kaled.

26Ouzhpenn-se e venegimp un dra liammet gant ar poent 4 uhelloc'h, daoust ma n'eo ket stag douzh reolenn 1902. Doned a ra kentoc'h ag un diouver a evezh diwar-benn mod-ober ar brezhoneg :

  • Douget e vez an dud da sanañ e mod ar galleg gerioù daet ag ar galleg pe dre ar galleg, pa veze (pa vez) ur feson vrezhoneg difer d'o distagañ.

3. Kensonennoù dibenn-gerioù : gweredoù reolenn 1902

3.1. Kentañ efed : dibosubl diskodiñ sur ha reizh hirder ar vogalenn (R2)

3.1.1. Peurunvan-41 hag anvioù-kadarn

27Gant an anvioù-kadarn n'eus ket problem ebed gant ar P-41. Aze ema reizh an doare-skriv penn-da-benn pe dost ha posubl eo kelenn ar peder reolenn heb diaezamant ebed. Da skwer, pa vez skrivet ar rag hag ar perag ag ar prosez e c'hell ar lenner diskodiñ ar mod da zistagañ peb ger digudenn, gant e lec'h er frazenn, adal ma oui c'hoari gant ar peder reolenn, dle. gouied pe silabennoù a vo taolmouezhiet, pegen hir e vo ar vogalenn e peb unan anezhe, e pe c'her e vo un dibenn absolut (gant un divouezhadur) ha penaoz liammañ ar gerioù etreze.

Ar rāgk hag ar perāg ag ar prŏsezs.

28Amañ evel-just e klot choaz ar gensonenn-dibenn gant diveradur peb ger : rag/pe+rag (< perag) ; prosez (< prosezer). Teir silabenn zo taol-mouezhiet (izlinennet amañ), enne ur vogalenn hir (-a-) evid an diw gentañ, dirag -g, hag un berr en deirved, dirag -s. N'eus nemed ur gensonenn en dibenn absolut (-z), er ger prosez, ha troiñ a ra ar z-se da [s]. Gelliñ a raomp lâred ema ar peurunvan ur benveg fonografeg (ha fonografeg parfed eo amañ, er skwer roet, nemed evid ar -z, a rank boud divouezhiet [> s] en dibenn absolut amañ).

29E P-41 enta, gant hirder ar vogalenn taol-mouezhiet, e c'heller ober diforc'h etre daou anv‑kadarn brezhoneg, nemed dre c'hoari gant ar c'hensonennoù dous b-d-g-z-j-v (+ l‑n‑r / (rr) ) ha hir ar vogalenn diragze, pe gant ar c'hensonennoù kaled p-t-k-s-ch-f (+ ll‑nn‑m/mm-gn-lh-c'h), berr ar vogalenn diragze : kēl/kĕll ; rān/rănn ; ar grĭp/ar grīb ; klōd/klŏt.

  • 4 Ne ouier ket re perag, mez un nebeud anvioù-gwan zo chomet heb heuliañ reolenn 1902, ha skrivet int (...)

30Mez ne ya ket mui an traoù ken aez evid ar gerioù arall4...

3.1.2. Peurunvan-41 hag ar gerioù nad int ket anvioù-kadarn

31Siwazh, gant reolenn 1902 n'heller ket ober an diforc'h-se er gerioù unsilabenneg taol‑mouezhiet evel ma c'heller henn ober en anvioù-kadarn. Sklaer eo an diforc'h etre an anvioù-kadarn klod [klo:t] ha klot [klɔt], rag hir e vez ar bogalennoù taol-mouezhiet dirag b‑d‑g-z-j pe v ha berr dirag p-t-k-s-ch-f. Mez daoust ha sklaer eo c'hoazh an diskodiñ etre klod, klot ha blot ? (un anw-gwan eo blot, hag un o hir ennañ ! Penaoz henn gouied diwar ar skrid ?).

Blot ? / blod  ?
> blodenn « mie du pain » (o hir e blodenn ['blo:den])
Gwak / gwag ?
gwagenn « (une) vague » (a hir e gwagenn ['gwa:gen])

32Ar memez problem a gaver er gerioù liessilabenneg, pa vezont taol-mouezhiet er fin, evel *perak, *fallakr. Normalamant e vehe red sanañ un a berr dirag ur -k, ha nawazh, un a hir eo a zo da voud sanet amañ [pe'ra:k], [fal'la:kr]. Rag ma vez lâret perag ha fallagriezh e vehe reishoc'h o skriv perag ha fallagr. Penaoz ober ?

  • 5 Kavet e vez ar furm blot- ive, mez kentoc'h gant ar liester : blotoù. Teurel d'ar blotoù jeter au r (...)

33Arabad krediñ e laka ar reolenn-se diaez an deraouidi hebkén. Estroc'h egete en em dromp abalamour d'ar furm skrivet. Setu ar pezh hon eus klevet nevez so gant un den desket e brezhoneg. Goulennet e oa bet gantañ, just evel-se, penaoz e vehe red distagañ ur ger skrivet b.l.o.t., ha eñv kentizh da respont : [blɔt] (gant un berr ha digor evel er ger galleg « botte ») ! Dirag hon souezh e lâras dimp diouzhtu ne rae ket gant ar ger-se jamez, rag ne veze ket graet gantañ en e familh ; ober a rae gant ar ger gwak, sanet reizh gantañ, da lâred eo gant un hir [gwa:k]. Gwir eo ez eus aze daou hañvalster : blot ha gwak. Mez setu-ni souezhet ur wezh ouzhpenn. Rag daoust d'ar skrid boud sïeg (a-c'houde 1902 e skriver *gwak gant ur -k) e sane mat an den, abalamour ma ouie a-vihan e veze sanet [gwa:k] ha n'eo ket *[gwak], daoust d'ar mod da skriv. Mad. Med pa ne ouie ket an den-se penaoz e veze distaget ur ger bennag arall dianav dezhañ, e fizie er skrid, hag e tistage hervez ar skrid. Ha, pa seller douzh ar skrid evel m'ema c'hoazh (P-41), e kas ar furm *blot d'ar ger klot (berr) ha n'eo ket da klod (hir). Padal ema *blot da voud sanet evel klod, gant un hir5 ! Penaoz gouied ? N'heller ket diskodiñ mad tamm ebed aze !

34Evel-just e ranker skriv blod abalamour da blodenn, evel ma ranker skriv gwag abalamour da gwagenn. Evel-se ema sklaer an traoù (hir e klod/blod hag berr e klot/bot/botez). Adal neuze e c'hellimp kelenn ar reolenn R2 digudenn.

35Pa oa bet savet ar reolenn-se gant A. Gwilhavig ha P. Ar Gow e deraou an XXved kantved, e komze an darn vuiañ ag an dud brezhoneg ha brezhoneg a glevent en-dro dezhe c'hoazh, ha ne gonte ket kalz ar mod da skriv, tre evel ma oui an dud diskodiñ « Reims » e galleg pe rough e saozneg. E brezhoneg, hiziw an deiz, ne vez ket mui klevet ar yezh en endro. Neuze e fizia an dud er skridoù kalz muioc'h bremañ, ha dañjeruz eo leuskel skridoù da redeg pa zegasont sanadurioù kamm. Dimp-ni da ouied ar pezh a faot dimp...

3.2. Eil efed : techet e vez an dud da liammañ ar gerioù brezhoneg evel ma raer e galleg (R4)

36E brezhoneg, e-lec'h liammadurioù, e vez chadennadurioù kentoc'h hag a vez kavet liez er juntadurioù. Ha reolieg braz eo ar sistem. Neuze e vez klevet ar c'hensonennoù mouezhiet hebkén [b-d-g-z-j-v] dirag ar bogalennoù (evel e galleg), mez ive (ar pezh a vez ankouaet liez gant ar gelennerion, enkontet re ar skolioù-meur) dirag ar c'hensonennoù linkuz (l-m-n-r) ha dirag an hanter-vogalennoù (w ha y).

37Hag evid sanañ mad, ne vez ket ar pannellaouiñ ur sikour ataw, pannellaouiñ an hentoù pe an heni evid brudañ tra-mañ-tra. Chañs pe dichañs e vo evid ar lennerion : pe e vo fonografeg ar skrid (aez da lenn reizh), pe ne vo ket, hervez ! Nawazh e ouiomp bremañ pegen kreñv eo levezon ar skrid war sanadur ar lennerion. Pa oamp gant hon enklask evid hon tezenn, e 2007, hor boa notet e yae ar liammadurioù mod galleg beteg aloubiñ 67 % a vrezhoneg ar skolidi, adal ar CE2 beteg ar lise.

  • 6 Da ziwall zo : daoust ma vez skrivet reizh gerioù zo, ne sinifi ket e vint fonografeg ataw. N'helle (...)

Fonografeg eo Koad ar park ("koadarpark")6 mez nend eo ket Coat⦧d ar parc.

Notenn : E galleg eh eus daou fenomen dishañval er juntadurioù. 1) Liaison, da skwer : « lesz amis » (ne vez ket klevet an -s er ger « les » e-hunan, hag an s-se a dro da [z] er juntadur dirag ur vogalenn. 2) Enchaînement, da skwer : « Le buss arrive » (er ger « bus » e klever an -s ataw). Er juntadur e chom an [s], ar pezh a ziskouez ne ya ket ar liammadurioù hag ar chadennadurioù gant ar memez reolennoù ! E brezhoneg e kaver kentoc'h chadennadurioù rag ma vez klevet ar c'hensonennoù-dibenn ataw (podt, nozs, kouskedt, tapet, billigk, kapp,...). Nawazh e kaver un nebeud skwerioù gant liammadurioù ez-resiz e brezhoneg ive (sinalet gant Elmar Ternès), a‑sort gant Yann hag e c'hoar (keñveriañ gant Yann ha Loeiza : ur -g a vez klevet gant ha dirag ur vogalenn !). Evid simplaad e raimp amañ gant ar ger liammadur hebkén, zokén pa vo ur chadennadur ez-resiz.

38Setu rezultadoù hon enklask war ar poent-se :

Grafik : Liammadurioù dirag ur vogalenn.

Grafik : Liammadurioù dirag ur vogalenn.

Fichennoù A1 : kensonennoù-dibenn mouezhiet/ A2 : divouezh.

Ollad skolidi ag ar CE2 d'ar lise (PB : patrom bzg/PG : patrom galleg).

Grafik : (liammadur dirag ur vogalenn). Splann eo levezon ar skrid war ar skolidi pa vezent o lenn. Er juntadurioù, pa veze skrivet kensonennoù mouezhiet e fin ar gerioù (ds : evidan dud), e kleved beteg 67 % a liammadurioù dous (evel [-d-] amañ), ar pezh a jaoj gant patrom ar brezhoneg (fichenn A1). Er c'hontrel, pa veze skrivet kensonennoù-dibenn divouezh (ds. : evitan dud) ne veze ket mui nemed 32 % ag ar liammadurioù sevenet mat (fichenn A2).

39Siwazh e kaver ur bern gerioù kaled o c'hensonennoù-dibenn e peurunvan : *evit, *rak, *eget, *penaos, *lakaat, *kousket, *gwelout, *gallek, *c'hwek, *mut, *lous, *rous, *eürus, *mat, *bras, *pet, *pep, *trizek, *dousik, *hollek...

40Ar pezh a laka an dud da seveniñ ar liammadurioù tre evel e galleg :

  • *plijus eo > sanet /*plijussé (ha gwazh c'hoazh *plisussé-o), e-lec'h /plijuzé/ (sd. gall. « le buss arrive »). Red e vehe skrivañ ar lostger -uz gant ur -z, hervez an diveradoù : eüruzamant.

  • *kavout a ran > sanet /*kavoutaran/, e-lec'h /kavoudaran/ (sd. gall. : « la voûtet a fléchi »).

  • *c'hwek eo > /*hwekéo/, e-lec'h /hwegéw/ (sd. gall. : « écheck et mat »).

41Dre un diouver a gelenn e seven ar gomzerion o liammadurioù brezhoneg hiziw diwar patrom ar galleg, sklaer a-walc'h eo.

3.3. Trived efed : diveradoù faos savet diwar penngefioù ha kaled o c'hensonennoù-dibenn

42Un efed kamm arall zo da venegañ, liammet gant choaz ar c'hensonennoù dibenn-gerioù : sevel a ra an dud gerioù diveret diwar penngefioù fall-skrivet. Marse e ta ar fallbleg-se abalamour mand eo marw bremañ kalz ag ar gomzerion e oa ar brezhoneg o yezh-vamm, ha daet war o lerc'h tud yaouank na anavezont ket kement a vrezhoneg komzet, desket ar brezhoneg gante dre skrid kentoc'h (er skolioù diwyezheg, e re Diwan, da skwer).

43Sinalet e oa bet an dra-se n'eus ket pell zo gant ur lenner er gelaouenn sizhunieg YA! (n717, 8/03/2019, 10). Da skwer :

  • *brasentez (< *bras) e-lec'h brazentez.

  • *keitenn (< *keit) e-lec'h keidenn (kehidenn a vehe gwell c'hoazh).

44Gelliñ a raer lakaad ouzhpenn :

  • *perak (< *perak) e-lec'h perag « raisons (les pourquoi) », (YA !, nn 711, 12). Ema perag ar penngef (< vb. peragiñ « demander pourquoi »).

45Mez, souezhusañ tra : fazïoù a-sort-se a vez kavet er geriadurioù ive. Ds. : *asot « abêtir ». Sod an heni eo penngef ar verb-se (hir), diwar an diveradoù sodell, sodez, ha n'eo ket *sot. Ha n'eo ket - ur lostger kaletauz, setu perag ema asodañ ar furm mad.

3.4. Pewarved efed : gerioù kevrenneg heb barrennig-stagañ, bet savet diwar penngefioù kaled o c'hensonennoù-dibenn, ar pezh a zegas sanadurioù kamm.

46Amañ e komzimp a ziveradoù zo hag a c'herioù kevrenneg zo heb barrennig-stagañ, rag diaez e vez d'ar lennerion, a-liez, gouied penaoz emaint bet savet. Da-heul, mar n'eo ket fonografeg ar furm skrivet, e vo dibosubl dezhe diskodiñ reizh. Rag ar reolennoù a c'hoari er juntadurioù diavaez (ds. : propb eo ; Santd Armel) a c'hoari ive er re ziabarzh, evel ma vo diskouezet bremañ.

3.4.1. P-41 : diveradoù fonografeg

47Eüruzamant e vez kavet gerioù, e peurunvan, aez da ouied penaoz o diskodañ reizh evid ar yezh komzet. Da skwer : Logivi (< lok+Ivi) ; Pondivi (< pont+Ivi), pe gerioù arall a-sort gant krakhouad « sarcelle » ; araogenn ; nebaon ! ; neblec'h ; pebeilañ ; ragistor  ; ragaozañ ; treuzwelus...

48Mez ne vez ket gwir ataw. Gerioù brezhoneg zo n'int ket fonografeg, pa c'helleher o lakaad d'henn boud digudenn. Savet e oa bet o stummoù da-heul reolenn 1902 c'hoazh. Gwelomp bremañ pere int.

Pontivy/Pondivi :

Gwelet e vez amañ ne liamm ket galleg ha brezhoneg elfennoù ar gerioù kevrenneg er memez mod.

Galleg : pont+Ivy > Pontivy.

Brezhoneg : pont+Ivi > Pondivi (berraet e Pondi liez a-walc'h).

3.4.2. Fazioù dirag ur vogalenn

49Fazïoù a-sort gant ar re meneget er pennad 3.3. uhelloc'h a vez kavet e geriadurioù zo ive. Savet e oa bet an diveradoù diwar ar penngef, daoust ma ne oa ket bet skrivet mad kensonenn hennezh ataw. Setu amañ un nebeud skwerioù ag ar gerioù-se, renablet er golonenn a-gleiz ; lakaet hon eus pikoù evid diskoueziñ e-menn ema ar juntadurioù diabarzh. A-zehoù hon eus lakaet ar furmoù reolieg :

50Gerioù kevrenneg heb barrennig-stagañ

51Kensonenn-dibenn + bogalenn

  • *bes.amiral « vice-amiral » > bezamiral

  • *is.ofiser « sous-officier » > izofiser

  • *kent.arouez « signe avant-coureur  » > kendarouez

  • *kef.elin « coude » kevilin

  • *krak.aotrou « petit monsieur » > kragaotrou

  • *lies.elfenn « complexe » > liezelfenn

52Interesuz eo ar furm *isofiser : setu ur ger daou s ennañ, an heni kentañ mouezhiet hag an eil divouezh. Nawazh e vez kelennet e chom an s kaled ataw e brezhoneg. Da lâred eo e vo douget ar lennerion da zistagañ /*issofissér/ e-lec'h [izo'fiser] !

53Diaez-braz eo d'ar lennerion gouied diouzhtu ha skrivet mat eo ar gerioù a welont pe ged. Ne ouiont ket mard eo ar gerioù evel *besamiral, *kentarouez, *kefelin, *krakaotrou, *lieselfenn, *isurzhiañ ha *kantaberzh da voud lennet rik evel m'emaint skrivet pe ged. Petra a gollehe ar brezhoneg pa vehe skrivet ar gerioù-se evel ma vezont distaget : izofiser, bezamiral, kendarouez, kevelin, kragaotrou, liezelfenn, izurzhiañ, kandaberzh ? Dimp-ni c'hoazh da ouied ar pezh a faot dimp...

3.4.3. Fazioù dirag l-m-n-r

54Er reoù kensonennoù zo, enne unan linkuz en eil lec'h, e c'heller kaoud ur gudenn hañval c'hoazh, rag blotaad a ra (mouezhiañ a ra) ar c'hensonennoù dirag l-m-n-r ive. Gerioù zo, e peurunvan, a vez skrivet digudenn dija. Da skwer : neblec'h, peuznoz, treuzlec'hiañ, treuzredenn...

55Mez perag skriv, da skwer : *braslenn ; *disleal ; *eneplatar ; *islonk ; *Lokmalo ; *parklec'h ; *raklavar ; *staotlec'h ? Rag er geriadurioù lec'h ma vez merket e sinal ar fonetik ur mouezhiadur dirag l-m-n-r : [diz'leal], [rag'la:var], ['parglɛx], [logmalow]... ! Perag skriv *dismegañs, *keflusker, *kefridi, *kentredi ?

  • 7 Er furm staotva ema v ar gensonenn greñv, ha hi a lakay an heni a zo en he raog da vouezhiañ ez-nat (...)

56Setu furmoù fonografeg ar gerioù-se : brazlenn, dizleal, eneblatar, izlonk, Logmaloù (sd. Logunec'hLogmenec'h « Locminé »), raglavar, staodlec'h (pe staotva)7, dizmegañs, kevlusker, kevredi, kendredi. Ha ne ziskouezont ket boud brezhoneg ?

  • parklec'h

57Evid parklec'h, gwelet bremañ war ar panelloù-hent, e ta, da-heul ar furm-se, ar sanadur kamm /parklèc'h/, na son ket brezhoneg, pa vez /parglèc'h/ ar son deread (sd. Konk-Leon « Le Conquet » sanet /kongléon/). Tu zo da skrivañ parglec'h, pe ober gant parkva, gant tachad parkañ pe, simploc'h c'hoazh, gant parking, ar stumm poblel.

3.4.4. Fazïoù dirag an hanter-vogalennoù w ha y

58Er memez mod e vez kavet ur mouezhiadur dirag w ha y, tre evel dirag ar bogalennoù hag l‑m-n-r. Neuze perag, diouzh un tu, ar stummoù reizh ha fonografeg enebwirionez, peuzyac'h pe treuzwiskañ, da skwer, hag ar re fazïeg a-sort gant *braswerzh, *griswenn, *lieswreg, *liesyezh, *rakward, *rakwelad, *rakweloud, *spiswel... ?

59Red e vehe skrivañ ar gerioù-se evel-mañ, edan stummoù a zegas aez an distagadur mad : brazwerzh, liezwreg, liezyezh, ragward, ragwelad, ragweloud, spizwel.

4. Kudennoù e reoù kensonennoù diabarzh arall

60Anw a vo amañ a c'herioù nad int ket dindan reolenn 1902. Padal e kaver enne ur problem hañval douzh an heni bet gwelet er poent 3.4.3.

61Er gerioù-se, tennet a-liez ag ar galleg pe daet e brezhoneg dre ar galleg, e weler reoù kensonennoù zo, hag an eil anezhe unan linkuz. A-liez e vez skrivet ar gerioù-se e brezhoneg tre evel m'emaint e galleg, evid pezh a sell douzh ar reoù-se d'an nebeutañ, na boud ne vezont ket sanet evel e galleg ! Setu un nebeud skwerioù :

  • galleg : « Israël », « Islam », « atlantique », « communisme », « tourisme », « technicien »,...

  • brezhoneg : *Israel, *Islam, *atlantel, *komunism, *tourism, *teknisian,...

  • ruseg : коммунизм (komounizm), туризм (tourizm)...

  • 8 Peurliesañ e klever ar fonem [ɲ] gant an digraf gn (gall. « montagne » ; br. tagnous ['tãɲus]). Meu (...)

62Fonografeg eo ar ruseg pa skriv kommunizm, tourizm (коммунйзм, турйзм), rag -izm a vez klevet aze er yezh-se, tre evel e brezhoneg. Daw eo d'ar brezhoneg skriv ive ar gerioù a-sort gant ar re-se an tostañ posubl douzh ar sanadur brezhoneg (kentoc'h eged leuskel sanadur ar galleg aloubiñ e zomani) : penaoz lakaad an nevez-vrezhonegerion da ouied ne vez ket sanet ar gerioù-se evel e galleg ? Daw eo skriv neuze : Izrael, Izlam, adlantel, komunizm, tourizm, tegnisian8... ha da-heul, toud ar gerioù a-sort-se (tazmant, e-lec'h *tasmant, dizmegañs e-lec'h *dismegañs ha kement zo).

Klozadur

63Meur a wezh e vez « gweet » an doare-skrivañ gant ar P-41, kredabl evid boud fonografeg a-ratozh kàer. Gwelet e vez an dra-se en un nebeud troioù-lavar : a-hend-all (< hent ) ; end-eeun (< ent-) ; kemend-all (< kement). Er skolveureg e vez (pe e veze) skrivet ind-i (e-lec'h *int-i). Aze e vez anw a c'herioù kevrenneg gant ur varrennig-stagañ : er skwerioù meneget e pleg ar furm skrivet diouzh ar liammadur enta (a-hent-d all). Mez diaez e vehe moned re bell gant an hent-se, kredabl, rag meur a furm a vehe neuze gant peb ger brezhoneg (amañ hent/hend, int/ind...).

64Koulskoude e tiskouez ar skwerioù-se n'eo ket ar peurunvan ur sistem reud memestra. Maleuruzamant n'eo ket bet sellet pervezh a-walc'h douzh afer ar fonografiezh evid peb ger ar yezh. Marse ne oa ket ur gudenn, e 1900 hag e-raog, pa gomze ar gevredigezh a-bezh brezhoneg c'hoazh, ha pa ne oa ket ar skrid nemed un degas-soñj ag ar pezh a veze lâret (ha c'hoazh, evid ar re hebkén a ouie lenn, un nebeud anezhe). Mez hiziw ne vez ket mui klevet brezhoneg en endro, ha daet eo ar skrid da voud mestr evid an deskidi. Ouzhpenn-se e fazi ar gelennerion ive. Liez e oa bet kelennet brezhoneg dezhe heb derc'hel kont ag ar liammadurioù. Soñjit ne vez ket kavet meneg ebed ag ar ger « liaison » e yezhadurioù zo, pa vez kavet beteg 18 pajennad a-zivoud ar c'hemmadurioù enne gwezhavez (Chalm 2009) !

65Ne vehe ket gwall fur chom heb gwellaad hon benveg skrivañ enta : setu-ni hañval douzh ur peizant a wezhall é klask troc'hañ e foenn gant ur falc'h dall, pe hañval douzh un den a‑vremañ é c'hoari gant ar minitel c'hoazh ! Treuzkas ar yezh komzet, setu ar pezh a gont hiziw, mar faot dimp gouarn ar brezhoneg evel yezh véw, ha n'eo ket ur yezh skrivet hebkén, ha kalz ne vern ar mod d'he distagañ, d'he sanañ ! Pa vez komzet stank ur yezh er gevredigezh, ne gont ket fonografiezh ar gerioù kement-se. Toud an dud a oui penaoz distagañ « Reims » er Frañs pe rough e Bro-Saoz. Mez piw a lâro penaoz lenn reizh *islonk, *parklec'h, *raklavar ? Daoust ha ne vehe ket ar feson-se da skriv ur menier sadizm (pe sado-mazochizm) ortografeg ! Evel-just eh aomp re bell ganti pa lâromp kement-se, mez a-dra-sur ne soñjomp ket trawalc'h er problemoù diskodiñ a vez kavet gant ar lennerion (deraouidi pe ged).

66Gouied a raomp ema ar brezhoneg dindan levezon ar galleg, hag evid peb tra : ereadurezh, fonologiezh, liammadurioù, prozodiezh,... Daw eo dimp boud war evezh ha kennig strategiezhoù evid kelenn hon yezh a-feson, gant reolennoù ar brezhoneg ha n'eo ket re ar galleg. Siwazh, a-fed doare-skriv, e tigor ar P-41, da lâred eo ar peurunvan evel m'ema hiziw, ur skoilh ha n'eo ket un harp d'ar gelennerion ; ur skoilh ha n'eo ket un harp d'ar re a garehe lakaad kanerion da zistagañ mad (da skwer re Kanomp Breizh, lakaet diaez pa raont gant kanennoù skrivet e P-41).

67Dober hon eus ag un doare-skrivañ unvan, akord omp war-se, ha daet eo ar peurunvan da voud ar sistem-se. Pezhioù mad zo e-barzh, zokén evid enkorfiñ ar gwenedeg : n'eus ket dober a chañch sistem, mez dober zo a wellaad ar pezh a zo da wellaad ennañ. Rag gouied a raomp eh eus un nebeud traoù kamm chomet e-barzh, ha choaz ar c'hensonennoù-dibenn an heni gammañ anezhe, daet gant ar reolenn bet savet e 1902. Errare humanum est, perseverare diabolicum... Mall eo reizhañ ar poent-se peogwir e ouiomp bremañ e oa ur fazi : adal neuze e vo ar peurunvan nevesaet un harp evid kelenn digudenn peder reolenn diazez ar brezhoneg komzet. Perag chomel aheurtet war-se ? Abalamour m'ema an doare-skrivañ un dra sakr ? Un tabou ? Ha tapet e vehemp bet gant ar spered gall war ar poent-sen ive ?

68Amañ hon eus roet ur brazsell ag ar problem : dre vraz e touch ar reizhañ en un 10 % bennag ag ar c'herioù, mez 35 % ag he geriadur eo he doa kemmet an Akademi c'hall e 1740... ha ne oa ket marvet ar galleg gant-se, ar c'hontrel béw eo !

69E berr gomzoù :

70 1- Skrivañ kensonenn-dibenn an oll c'herioù brezhoneg hervez an diveradoù gant ur lostger neutr (pesked abalamour da peskeduz ; braz abalamour da brazig ; meud abalamour da meudoù ; evidevidon ; eüruzeuruzamant ; blodblodenn ; proppropig)...

71Arabad ober gant an 9 lostger kaletauz evid-se (un h kozh a oa enne gwezhall a zo kaoz ag ar c'haletâdur, tre evel en dro-lavar kigk ha fars.

72Roll ar lostgerioù kaletauz : -HA (pesketa), ‑HAAD (brasaad), -H (bras), -HOC'H (brasoc'h), -HAD/-HED (na brased un ti !), -HAD (meutad) + -HI (eviti), -H (evit), -HE pe -HO (evite/evito).

73Red eo anavoud ar reolenn vrezhoneg : liammadurioù dous dirag ar bogalennoù, dirag l-m-n-r ha w-y (evidAlan ; tapeteo ; propeo ; tokYann ; ur Ruslaouen).

74 2- Evid ar gerioù kevrenneg gant ur varrennig-stagañ : red eo anavoud ar reolenn evel er poent 1 (lip-e-baw ; lip-revr ; Konk-Leon ; sant-Erwan).

75 3- Evid reoù kensonennoù diabarzh : diwall douzh ar fonografiezh seul taol, er gerioù daet ag ar galleg pe a yezhoù arall (Izrael, adlantel, komunizm) hag er gerioù kevrenneg heb barrennig-stagañ (raglavar, enebreizh, enebwirionez, liezyezh, brazlenn, brazwerzher).

76(N'hon eus ket komzet amañ ag ar re c'h/h a c'houlenn ur studi difer evid kompren ar mod d'ober gante er yezh komzet).

>> Skriv Grandwest a vehe bet gwell en un destenn vrezhoneg...

Testeni :

« Ar memestra kudennoù hon eus el lazoù-kanañ evid lakaad an dud da zistagañ mad, pa ‘z eo skrivet an testennoù e peurunvan.

Med n’eus ket nemetken al liammoù a vez distaget kaled abalamour d’ar skritur, cheñch a ra ivez padusted ha digoradur ar vogalenn (...). Dres evid ar ger-mañ, n’heller ket skrivañ mat, abalamour eo hir an a ha kloz.

Ne c'heller ket skrivañ glas, abalamour eo hir ha kloz an a, neuze an doare skrivañ reizh ‘zo glaz.

Ha cheñch a ra a-wechoù an doare-distagañ ster ar ger zoken. »

Yann-Bêr Thomin, Prezidant Kanomp Breizh, 2019.

77Penaoz ober ?

78Gouied a raomp e vez diaez chañch hon plegoù a-fed doare-skrivañ, gant ar boazet mah omp gant-se er Frañs : gouied a raomp pegen sakr ema doare-skrivañ ar galleg. Mez e broioù zo ne sell ket an dud evel ma raomp douzh ar pezh nad eo ket, a-benn ar fin, nemed ur benveg hag a rank harpañ ar yezh véw, ar yezh komzet. Er Rusi e oa bet kemmet ha simplaet ar ruseg skrivet e 1918. En Alamagn eh eus bet kaset ur c'hempenn etre 1995 ha 2005, deg vloaz enta ma oa bet embannet geriadurioù ha skrivet e ruz enne toud ar gerioù a vehe da gemm. E-pad an amzer-se e rae an dud evel ma karent, gant ar stummoù nevez pe ged, mez adal 2005 e oa bet lakaet ar roll termenet da voud ofisiel. Bremañ e skriv an Amerikaned center e-lec'h ar saozneg centre, nite e-lec'h night, honor e-lec'h honour, program e-lec'h programme... E spagnoleg, a-c'houde 2010, ne vez ket mui sellet douzh ar ch hag an ll evel lizherennoù, mez evel digrafoù staget bremañ douzh ar C pe douzh an L ; ne vez ket mui skrivet *Iraq mez Irak, *ex marido mez exmarido... Hag evid ar galleg ive, mez ya, eh eus bet kemmoù kenniget e 1990 !

79Dimp-ni d'ober evid hon yezh ar pezh a zo rekiz ive, ha graet hon eus dija ! N'eo ket rekiz evid-se adskriv ar levroù kozh. Gerioù zo zo bet kemmet gant ar peurunvan dija, heb tamm trubuilh ebed. Da skwer, kroashent (kroashent-tro), pa skrive Roparz Hemon *kroazhent ; kleizhenn (e-lec'h *kleizenn) ; Kroeshañveg (e-lec'h *Kroezanveg) ; alc'hwez (e-lec'h *alc'houez) ; prefeti (e-lec'h *prefeddi) ; legati (e-lec'h *legaddi)...

80Reoliekaad ar c'hensonennoù-dibenn, da lâred eo o skrivañ hervez an diveradur gant ur lostger neutr, n'eo ket ken diaez d'ober : kustum eo ar lennerion d'o gweled skrivet mad dija. Mar dilezer ar furmoù *rak ha *perak, e oui an dud e c'heller skrivañ rag ha perag ive, da skwer en dro ar rag hag ar perag. Mar dilezomp *bras e ouiomp ive eh eus ag ar ger braz, da skwer pa skrivomp Dan ar Braz. Hag evid gerioù arall, evel *evit (furm hag a vehe da zilezel) e welomp hag e klevomp bemdez ar furm evid- ive, d'an nebeutañ pa lennomp pe pa lâromp evidon, evidout, evidimp, evidoc'h. N'eus netra diaez aze. Skañvoc'h e vo hon geriadurioù, peogwir e vo lamet gerioù zo, a-sort gant *brezhonek, *lakaat, *kaout, *sellet, *mut, *blot, *gwak, *c'hwek, *dek, *pet, gerioù hag a vo kavet dindan o furmoù reizh : brezhoneg, lakaad, kaoud, selled, mud, blod, gwag, c'hweg, deg, ped... Ouzhpenn diskodañ reizh an hirder e welimp end-eeun e kas ar furm blod da blodenn, gwag da gwagenn, kaoud d'an anw-kadarn kaoudoù ha selled da selledoù. Kalz simploc'h ha kempouelloc'h e vo an traoù.

81Nawazh e sav un arguzenn eneb d'ar c'hennig-se gwezhavez. Muioc'h a gensonennoù mouezhiet a vo e fin ar gerioù goude ar reizhadenn-se, ar pezh a zo gwir. Ha mar jaoj ar c'hensonennoù-dibenn dous d'ar liammadurioù, ne jaojont ket d'an dibennoù absolut, a c'houlenn, dre gomz, ur gensonenn divouezh. Reizh eo an arguzenn-se. Gouied a raomp e veze skrivet Soizick, Loïc hag Annaïck gwezharall, ha sanet reizh evel-se, pa skriver bremañ, e brezhoneg, Soazig, Loig hag Annaig. Evel-just e ranker lâred ataw amañ ['swa:zik], ['lo:ik] hag [a'na:ik]. Siwazh, klevet e vez sanadurioù faos liez gant tud hag a lenn ar pezh a zo skrivet hag a lâr, da skwer : « En français, on dit "Soizik" (pa vez skrivet Soizick) et en breton on dit "Soizigue" (Soazig) ». Ar pezh a zo faos evid an eil, evel-just. Aze e welomp n'eus ket sistem parfed ebed evid skrivañ ar brezhoneg, ha kredabl ema hañval evid ar yezhoù arall. Ur risk zo aze, ha daw e vo kelenn ar reolennoù. Ar Rused, da skwer, a ra ar labour pedagogel-se evid o yezh : kelennet e vez, ha gant pouez, divouezhadur ar c'hensonennoù en dibenn absolut (ar memez fenomen a gaver e brezhoneg). Pouezañ a raont evid lakaad an deskidi da lâred "Azof", daoust d'ar skrid boud Azov (Азов), ha gouest eo ar brezhoneg d'henn ober ive kredabl. Er frazenn : Komz a ran brezhoneg e ranker lenn ar ger brezhoneg evel pa vehe ur -k er fin, hag en dro : an heni braz e ranker lenn braz evel pa vehe un -s er fin. Ar pezh a vez d'ober gant ar peurunvan dija evid pezh a sell douzh an anvioù-kadarn, skrivet oll hervez an diveradur gant ur lostger neutr ! Pa zegouezh d'ar re skrivet gant ur c'hensonenn-dibenn dous boud en dibenn absolut, e rank honnezh boud divouezhiet : Berc'hedt ! Gwelet em eus Ujen ar Brazs. Desket en deus brezhonegk...

82Mez un dra zo hag a lamm reizhted an arguzenn-se : kalz muioc'h a liammadurioù (etre teir gwezh ha pemp gwezh muioc'h) a vez kavet e brezhoneg eged ar pezh a vez kavet a zibennoù absolut !

83Meur a wezh e lârer ive e c'heller ober an diforc'h etre anvioù-gwan hag anvioù-kadarn a‑drugarez da reolenn 1902. Gwir an arguzenn (med gant ar skridoù hebkén !) pa gomzer a c'herioù hag enne, er fin, ur gensonenn geñvereg (bras/braz ; mut/mud ; perak/perag...). Med petra soñjal ag ar ger toull er frazenn-mañ : Ar sac'h-mañ zo toull, un toull braz zo e-barzh ? Ha daw e vehe skrivañ toul ha toull evid sinalañ d'ar skolidi peheni eo an anw-kadarn ha peheni an anw-gwan ? Ked, evel-just. Gelloud a ra ur ger bennag chañch natur hervez an c'henarroud, heb chañch doare-skrivañ, ha n'eo ket e brezhoneg hebkén (« Le manteau de Mme Le Grand a un grand trou »). Dre zielfenniñ e c'heller ober diforc'h, surroc'h eged gant an doare-skrivañ c'hoazh. Toull a-walc'h eo an arguzenn-sen enta...

84Neuze, penaoz ober ? Gortoz c'hoazh, pe krogiñ e-barzh heb dale ?

85Mar soñjomp en deskerion, bihan ha braz, e tay furnez dimp marse, kit da ouied...

Debuta de pagina

Nòtas

1 Un comité d'experts s'alarme du nivellement linguistique mondial, Le Monde, 2 avril 2003. Er pennad e komzer a bemp pe seizh mil yezh er bed.

2 Un daou gant bennag hebkén a vehe skrivet.

3 Rannvro Breizh : (https://www.bretagne.bzh/jcms/prod_435654/fr/enquete-socio-linguistique-qui-parle-les-langues-de-bretagne aujourd'hui ?).

4 Ne ouier ket re perag, mez un nebeud anvioù-gwan zo chomet heb heuliañ reolenn 1902, ha skrivet int mad ive, a-fed kensonenn-dibenn : unan zous a vez gwelet e-barzh. Da skwer : roz (rozenn), kloz (klozañ), nobl (noblañs), ruz (ruziñ), nevez (nevezig), skord (skordet)...

5 Kavet e vez ar furm blot- ive, mez kentoc'h gant ar liester : blotoù. Teurel d'ar blotoù jeter au rebut. Un o berr evel-just zo er ger-se, dirag an -t.

6 Da ziwall zo : daoust ma vez skrivet reizh gerioù zo, ne sinifi ket e vint fonografeg ataw. N'heller ket ober heb anavoud ar reolennoù. E peb yezh e vez evel-se. Da skwer e ranker lâred [Ivonik] evid Ivonig ha "probé" evid prop eo, daoust d'ar mod da skriv, a zo reizh amañ.

7 Er furm staotva ema v ar gensonenn greñv, ha hi a lakay an heni a zo en he raog da vouezhiañ ez-naturel (dre ar fenomen a dregdehañvaladur/« assimilation régressive »). Neuze n'eus ket dober a skriv staod-, pa vez staot- ar penngef (vb. staotañ) (sd. fr. absolu, distaget "apsolu"). Mad eo ar remerk evid parkva ive.

8 Peurliesañ e klever ar fonem [ɲ] gant an digraf gn (gall. « montagne » ; br. tagnous ['tãɲus]). Meur a wezh nawazh e vez distaget [g-n] : gall. « agnostique », « gneiss », « gnome », « gnou » ; br. gneis, gnostek, gnou).

Debuta de pagina

Ensenhador de las illustracions

Legenda Fonografeg eo Koad ar park ("koadarpark")6 mez nend eo ket Coat⦧d ar parc.
URL http://journals.openedition.org/lengas/docannexe/image/3504/img-1.jpg
Fichièr image/jpeg, 63k
Títol Grafik : Liammadurioù dirag ur vogalenn.
Legenda Fichennoù A1 : kensonennoù-dibenn mouezhiet/ A2 : divouezh.
Crèdits Ollad skolidi ag ar CE2 d'ar lise (PB : patrom bzg/PG : patrom galleg).
URL http://journals.openedition.org/lengas/docannexe/image/3504/img-2.png
Fichièr image/png, 382k
URL http://journals.openedition.org/lengas/docannexe/image/3504/img-3.jpg
Fichièr image/jpeg, 79k
URL http://journals.openedition.org/lengas/docannexe/image/3504/img-4.jpg
Fichièr image/jpeg, 63k
Legenda >> Skriv Grandwest a vehe bet gwell en un destenn vrezhoneg...
URL http://journals.openedition.org/lengas/docannexe/image/3504/img-5.jpg
Fichièr image/jpeg, 67k
Debuta de pagina

Per citar aqueste article

Referéncia electronica

Jean-Claude Le Ruyet, « Brezhoneg ha fonografiezh »Lengas [En linha], 86 | 2019, mes en linha lo 14 novembre 2019, consultat lo 22 septembre 2020. URL: http://journals.openedition.org/lengas/3504; DOI: https://doi.org/10.4000/lengas.3504

Debuta de pagina
  • Logo Presses universitaires de la Méditerranée
  • OpenEdition Journals
Search OpenEdition Search

You will be redirected to OpenEdition Search